5x
15x
10x
Meur a droiad a zo er c'hoari Skyjo hag echuiñ a ra pa vez tizhet 100 poent pe muioc'h gant ur c'hoarier⋅ez. An hini en deus tapet an nebeutañ a boentoù a c'hounez ar c'hoariadenn.
Da gentañ penn, pep c'hoarier a resev 12 kartenn dasparzhet en tu kuzhet. Da c'houde, ur gartenn er pigos a zo troet war an tu hewel e kreiz an daol, penn-kentañ ar pakad diskarg an hini eo. Ar c'hartennoù a chom a zo lakaet e-kichen, tu kuzhet ha sevel a reont ar pigos.
Pep c'hoarier⋅ez a lak e 12 kartenn e pevar bann teir c'hartenn tu kuzhet dirazi⋅añ. Pep c'hoarier⋅ez a dro div gartenn dibabet ganti⋅añ.
Ar c'hoarier⋅ez a c'hall dibab ar gartenn gentañ troet en diskarg (dibab 1) pe ar gartenn kuzhet kentañ er pigos (dibab 2).
Dibab 1: Kemer ar gartenn troet en diskarg. Ar c'hoarier⋅ez a rank eskemm ar gartenn-mañ gant unan eus h⋅e 12 kartenn ha lakaat anezhi war an tu hewel. Gallout a ra dibab evel ma fell dezhi⋅añ etre ar c'hartennoù kuzh hag ar re hewel. Ar c'hartennoù kuzh na rankont ket bezañ gwelet a-raok an eskemm. Ar gartenn eskemmet a zo pozet hewel er pakad diskarg.
Dibab 2: Kemer ar gartenn gentañ tu kuzhet er pigos. Ar c'hoarier⋅ez a c'hall sellet ouzh ar gartenn ha dibab ma fell dezhi⋅añ eskemm gant unan eus ar c'hartennoù dirazi⋅añ (kuzh pe hewel) pe diskargañ anezhi. Ma fell dezhi⋅añ mirout ar gartenn tennet e rank eskemm anezhi gant unan eus ar c'hartennoù dirazi⋅añ evel displeget en Dibab 1. Ma ne fell ket dezhi⋅añ mirout ar gartenn tennet e rank lakaat anezhi er pakad diskarg ha treiñ unan eus h⋅e gartennoù kuzhet.
Echuiñ a ra neuze h⋅e dro ha d'ar c'hoarier⋅ez all eo da c'hoari (gant roud ar bizied).
Reolenn ispisial: Ma zo teir c'hartenn peurheñvel gant ur c'hoarier⋅ez en ur bann eo diskarget an teir c'hartenn-se gant ar c'hoarier⋅ez en ul lakaat anezho war an diskarg. M'eo bet tapet ur bann kartennoù peurheñvel goude un eskemm gant ur gartenn eus ar pigos pe an diskarg e rank bezañ lakaet an teir c'hartenn peurheñvel war ar pakad diskarg goude ar gartenn eskemmet.
P'eo bet diskouezet holl h⋅e gartennoù gant ur c'hoarier⋅ez eo bet c'hoariet e dro diwezhañ ganti⋅añ.
An holl c'hoarierien all a c'hoari ur wech ouzhpenn evit echuiñ tro an daol.
Ar c'hoarierien a zo c'hoazh kartennoù kuzhet ganto a rank treiñ anezho. Pep c'hoarier a gont e boentoù.
Ma n'eus ket bet an niver izelañ strizh a boentoù gant ar c'hoarier⋅ez echuet an droiad ganti⋅añ (an hini kentañ o vezañ troet holl h⋅e gartennoù), daougementet eo neuze h⋅e niver a boentoù evit an droiad-se.
Diwallit: ar reolenn-se n'eo nemet ma vez merket poentoù pozitivel!
Skouer: ar c'hoarier⋅ez A a ziskouez holl e gartennoù hag echuiñ a ra na droiad. E dibenn an droiad en deus bet 10 poent, ar c'hoarier⋅ez B, 24 foent hag ar c'hoarier⋅ez C 10 poent ivez. Ar c'hoarier⋅ez A n'eus ket bet an niver a boentoù izelañ strizh, daougementet eo e boentoù da 20 neuze.
E dibenn pep troiad e vez ouzhpennet poentoù pep c'hoarier⋅ez d'ar gont hollek tapet en troiadoù kent. Echuiñ a ra ar c'hoari ur wech tizhet 100 pe muioc'h gant ur c'hoarier⋅ez. Ar c'hoarier⋅ez gant ar gont izelañ a c'hounez ar c'hoariadenn.